Keleier ar vro d'ar Yaou 20 a viz Eost 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
Amnesty International o skoazellañ prizonidi politikel e Maroko
Gouel Sinema Douarnenez a zo er sizhun mañ ha padout a raio ar festival betek disadorn. Er bloaz-mañ e c'heller gwelet kalz filmoù deus Maroko, a zo ar vro pedet. Moustret eo ar boblañs eno ha difennet eo burutellañ ar rouantelezh, gopridi ar Stad evel ar polis, pe dislavar emrenerezh ar justiz er vro. Joelle Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh Amnesty International, a zifenn gwirioù bugel den. Heuliañ a ra a dost ar pezh a c'hoavezh e Maroko...
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Skoazell, ar strollad a sikour ar plac'hed a c'houzañv feulsterioù fizikel pe seksel e ledenez Kraozon
Ouzhpenn 200 000 plac'h a c'houzañv bep bloaz e Frañs feulsterioù fizikel pe seksel diouzh perzh o fried pe o fried bet. Muioc'h mui e vez anv eus ar feulsterioù jener met nebeud a dra a zo bet graet gant ar gouarnamantoù disheñvel abaoe al luskad MeToo. En distro-skol ec'h adkrogo ar strolladoù benelour da stourm evit ma vefe votet ul lezenn hollek war ar feulsterioù jener hag ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale. E ledenez Kraozon e krog an traoù da fiñval a-drugarez d'ar strollad Skoazell. Sikour ar plac'hed a c'houzañv feulsterioù el ledenez a reont. Muioc'h a ditouroù gant Françoise Louarn he deus savet ar strollad-se asambles gant tud all.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :
Argadenn lu Israel e kreisteiz Liban
Koll bras al legumajerien
park panelloù heol nevez e Gwizien
Festival ar Roue Arzhur a grog warc'hoazh